Billets de l'année: 2016


D’ar sadorn 4 a viz meurzh 2017, e vo ur staj get Alambig Elektrik e sal liesimplij Kernours e Kervignag, adalek 13e,evit ar ganourion hag ar sonourion, benvegoù a-bep sort. Un ton a vo sonet get ar stajidi en ur lod get Alambig Elektrik er fest-noz. Priz : 10 € evit […]

Staj ha Fest-Noz get Alambig Elektrik !


Bep Meurzh da eizh eur rik, e sal an Artimon e Lokmikaelig, e c’hellit kaniñ get Morwenn Le Normand, ur plac’h a-feson, hag ur strollad fentus. Dedennus eo deskiñ brezhoneg ha kaniñ en ur zansal ! Moaien ‘zo pleustriñ ho tistagadur, hag ho pouez-mouezh ivez ! Sonjit e vo gwellaet ho […]

Kaniñ get Sonam’





D’an distro-skol kentañ àr-lerc’h mand eo troet da vout « Sonam’ » setu krouet kentelioù nevez d’hor skol (gitar, kan, taboulinoù, akordeoñ diatonek, flaouit treuz, klarinetenn, bombard…) er c’humunioù lec’h ma vezemp c’hoazh é labourat (Kervignag, Rianteg, Lokmikaelig) ha kroget eo da da gelenn en ur gumun arall : Porzh-Loeiz. Evel-se, degadoù […]

Sonam’ : un distro-skol ag ar gwellañ


E brezhoneg Bro-Gwened e c’heller gober get lec’hienn internet nevez skol sonerezh Sonam’ bremañ. Asampl get ar mestr-gwiad Didier Yver en deus labouret ur skipailhad troerion : Gwendal Mevel, Mazhev Coviaux, Benead Alaer ha Brewal Runigo. E-pad daou viziad o deus troet ar seizh pajennad ha tregont a zo er […]

Ur lec’hienn nevez e brezhoneg penn-dre-benn



Arru eo an distro-skol, mall eo bremañ monet d’ar skol sonerezh Sonam’ (ex EMTK) ! Kennig a ra bremañ kentelioù sonerezh e Kervignag, Rianteg, Lokmikaelig, Santez-Elen ha Porzh-Loeiz. Ur bern traoù nevez a vo ar blez-mañ : kentelioù gitar get Arthur Pinc e Rianteg ha Porzh-Loeiz ha get Kérian Portebois e Kervignag, un […]

Setu arru an distro-skol !!!


  Nevez zo ema daet Kérian da vout kelennour e Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget getoñ kentelioù gitar e Kervignag a-ziàr ar melodi hag an eiliñ, diazezet àr sonennoù (pe tonioù hengounel) bet choazet get ar skoliad. Taolit ur sell àr bajenn Kérian Portebois !

Donemat da g/Kérian Portebois !


  Setu arru ur gelennourez nevez e skol Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget get Morwenn, e Lokmikaelig, un atalier kan hag a ray tu deoc’h da zizoleiñ pe addizoleiñ kan hengounel Breizh, dreist-holl keni Bro-Gwened, en ur ober bourrapl. Taolit ur sell àr bajenn Morwenn Le Normand […]

Donemat da v/Morwenn Le Normand !