Un atalier fest-noz evit an holl d’ar yaou !


maxresdefault

Deskiñ soniñ asampl, ne vern pezh benveg, ne vern da bezh oad… Nikolaz Syz, kelennour àr ar glarinetenn, ar vombard hag ar binioù a zegemer razh ar sonerion a zo er gevredigezh, bep yaou da 7e15 da noz e sal liesimplij Kernourz e Kervignag.

Sonerezh da zañsal a Vreizh eo danvez an atalier soniñ kevret-mañ : laride, andro, gavotenn a vez sonet eno… hor lako da zañsal e fin ar blezad-skol !

A-c’houde un nebeud sizhunioù e vez sonerion klarinetenn, violoñ, gitar pe binioù-bras doc’h em gavouet eno… Plas a chom c’hoazh, goulennit an doare get ho kelennerion, pe get Nikolaz dre nicolas@sonam.bzh.