Donemat


  Nevez zo ema daet Kérian da vout kelennour e Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget getoñ kentelioù gitar e Kervignag a-ziàr ar melodi hag an eiliñ, diazezet àr sonennoù (pe tonioù hengounel) bet choazet get ar skoliad. Taolit ur sell àr bajenn Kérian Portebois !

Donemat da g/Kérian Portebois !


  Setu arru ur gelennourez nevez e skol Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget get Morwenn, e Lokmikaelig, un atalier kan hag a ray tu deoc’h da zizoleiñ pe addizoleiñ kan hengounel Breizh, dreist-holl keni Bro-Gwened, en ur ober bourrapl. Taolit ur sell àr bajenn Morwenn Le Normand […]

Donemat da v/Morwenn Le Normand !


  Nevez zo ema daet Arthur da vout kelennour e Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget getoñ kentelioù gitar a-ziàr sonerezh hengounel Breizh ha Bro-Iwerzhon, ha traoù arall ivez (pop, folk, blues, rock, jazz swing…), e Porzh-Loeiz hag e Rianteg. Taolit ur sell àr e bajenn !

Donemat da Arthur Pinc !