Setu arru an distro-skol !!!


Arru eo an distro-skol, mall eo bremañ monet d’ar skol sonerezh Sonam’ (ex EMTK) ! Kennig a ra bremañ kentelioù sonerezh e Kervignag, Rianteg, Lokmikaelig, Santez-Elen ha Porzh-Loeiz.

Ur bern traoù nevez a vo ar blez-mañ : kentelioù gitar get Arthur Pinc e Rianteg ha Porzh-Loeiz ha get Kérian Portebois e Kervignag, un atalier kan hengounel a-stroll get Morwenn Le Normand e Lokmikaelig, kentelioù binioù, bombard ha klarinetenn get Nicolas Syz e Lokmikaelig, kentelioù akordeoñ diatonek get Patrick Bertrand e Lokmikaelig, kentelioù gitar, bombard, binioù ha flaouit iwerzhonat e Santez-Elen get Fred Gauthier, ha kentelioù taboulinoù e Kervignag e Ti ar re yaouank get Tony Montfort.

Gwelet ivez roll klok an holl traoù a vez kenniget geneomp.


Goude forom ar c’hevredigezhioù e Rianteg, e vimp e forom Kervignag d’an 11 a viz Gwenholo etre 9e hag 1e d’enderv er sal sport. C’hoant ho peus d’ober sonerezh met ne ouiit ket pe benveg a blijehe deoc’h ar muiañ ? ‘faot deoc’h gober un taol-esae ? Dait d’hor gwelet neuze !!!

affiche