- Kentelioù akordeoñ diatonek e Kervignag ha Lokmikaelig
A-c’houde 2012 e vez graet àr-dro ar c’hentelioù akordeoñ get Patrick BERTRAND.
Soniñ a ra get bouest-an-diaoul a-c’houde 16 vlez hag ema bet stummet er « Fédération Caruhel » (Yann Dour). Meur a staj en deus graet ha kelenn a ra akordeoñ diatonek a-c’houde 9 vlez.
Er strollad Dalc’h Ataù e son ivez, ha gete e vez sonet tro pevar-ugent ton da zañsal mod Breizh.