- Kentelioù gitar e Porzh Loeiz hag e Rianteg
A grouadur ema Arthur é soniñ gitar.
Digor-kaer mand eo e zivskouarn, filimet eo get sonerezh a-bep sort, bale a ra etre ar rock hag ar sonerezh breizhek, àr e hent, kammigelliñ a ra àr-du ar blues , divarchiñ a ra ur wezhig bennak trema jazz manouch Reinhardt ha Grappelli…
A-c’houde un nebeut blezadoù ema aet e albac’henn get sonerezh hor c’hendirvi a vro Iwerzhon, a-c’houdevezh ne ziskuizh ket a handeiñ an dalc’hoù hag ar leurennoù a Vreizh hag a vro Iwerzhon.
Tro en deus bet neuze da « daliñ e vediator » doc’h heni un tamm mat a bennoù ag ar leurenn vreizhek, evel ar gitarour Roland Conq, ar violonourez Yuna LEON da skouer, sonourion a vroioù estren ivez, evel ar violonourez a vro-Ganada Jocelyn PETTIT, peotramant ar sonour iwerzhonat Tony Mc CARTHY ha kement-arall a sonourion…
Nag e dad Ronan PINC evel rezon ! Paot a wezh emant bet é soniñ en ur lod àr leurennoù Breizh.