Staj ha Fest-Noz get Alambig Elektrik !


D’ar sadorn 4 a viz meurzh 2017, e vo ur staj get Alambig Elektrik e sal liesimplij Kernours e Kervignag, adalek 13e,evit ar ganourion hag ar sonourion, benvegoù a-bep sort.

Un ton a vo sonet get ar stajidi en ur lod get Alambig Elektrik er fest-noz.

Priz : 10 € evit izili Sonam’, 30 € evit ar re n’int ket izili.


Adalek 20e30, fest-noz (er memp sal) get Alambig Elektrik, Blanchet-Leignel, Jégou-Jaffré, sonourion Sonam’skol-sonerezh…. priz 6€, boued vo eno.


Titouroù ha miridigezh d’ar 06 63 47 06 78 pe contact@sonam.bzh

pdf Pellgargiñ : fichenn-enskriviñ

 

 

Alambig Elektrik

Goude ar pikol brud a oa daet àr o fennoberenn gentañ : Disadorn noz fever, goude bout bet tavantek-kaer get ar festoù-noz hag ar gouelioù-meur diabarzh ha diavaez Arvorika, setu ar crew vintage àr an hent adarre, gete un dourenn-hud nevez. Neveztedoù m’hen asur deoc’h : brasoc’h pouez zo roet d’ar c’han brezhoneg get ar c’hanour Erik Menneteau hag an trompilhour Patrick Pereira. Arlivoù hip hop, funky hag ur pezhig a hardcore. Derc’hel a ra ar strollad àr un dro, da gas e liv electro-world àr hent barr ar sonerezh a-fest ha begon an dibennoù-sizhun breizhek trelatet… Maen-sol ar strollad : akordeons-gitar (Gael runigo ha Roland Conq) é louviedal etre enklaskoù-son nevez ha taolioù-esae leun a drekou, a zo dalbezh kannaded ar « Breizh Old school attitude » en deus bet taolet kement a vrud get ar strollad-mañ : bezit àr-evezh : distro eo ar lambigourion : parrev eo ar verzidigezh, leuniit pizh ho potevoù hag ho jarloù !
Gouiet hiroc’h http://www.alambig-electrik.com/