Daet da ganiñ get Yann Raoul !


An distro-skol eo get skol sonerezh Sonam’, ha mar a oberiantiz a vo kinniget deoc’h e Santez Helen.

Digoret zo un atalier nevez d’an dud ar blez-mañ : kan hengounel get Yann Raoul. Tro hoc’h eus bet da glevet Yann get mar a strollad : Hirhoal, Anjel IK hag a-zrebi ar blez 2000 get ar strollad Arvest.


Kement unan a c’hell kemer perzh en atalier a-stroll, deraouidi ha-razh. Get an atalier-se e c’hellhit ho pout un tañva a-vras ag ar rollad hengounel a Vreizh uhel hag a Vreizh izel na bout e lako muiikoc’h e albac’henn get ar rollad gwenedek, kan da zañsal pe gwerzioù.

E Santez Helen e vo gellet deskiñ ivez akordeoñs diatonek get Patrick Bertrand, peotramant gitar ha bombard get Kerian Portebois.

Paot-mat a venvegoù arall a zo kelennet er c’humunioù tro-ha-tro, ditouroù a vo kavet àr ar lec’hienn-man, pe é vonet é darempred get contact@sonam.bzh pe dre ar 07-54-36-94-54