Prantad àr-dro ar sonerezh asturiat get Clara Diez Márquez


Sonam’ skol sonerezh a ginnigo ar blez-man ur c’helc’hiad prantadoù diàr ar sonerezh hag ar c’horoll asturiat. CLARA DIEZ MÁRQUEZ, arbennigourez àr an tachad hengounel, ha bouezh veur Asturia a vo àr-dro ar prantadoù-se.

 

Danvez ar prantadoù kinniget :

 

18/11/2017 (kastell Kerdurand e Rianteg) :

Prantad dizoloiñ ar sonerezh asturiat.

Un tanva a-vras a vo roet er prantad-se ag ar vouezh, hag ar benvegoù stokiñ é ambroug an dañs, penn der benn da Asturia : ritmoù a bep sort (xota, muñeira, agarraos…), benvegoù stokiñ a ya get ar c’han (pandereta, panderu cuadráu, castañueles…), hag ar labour dastum a zo bet kaset da benn a-zrebi 1982.

 

10/02/2018 :

Prantad kan ha benvegoù-stokiñ asturia :

Atalier kan ha benvegoù stokin evit monet get an dañs. Labouret vo diàr ar ritmoù get harp mar a sonenn, ar c’homzoù anezhe a vo distilhet a-bouez ar soniadoniezh. Digor eo ar prantad-mañ da gement unan a ouia soniñ kalz a vern pesort benveg.

 

02/06/2018 :

Prantad dañs asturiat :

Evit disoc’h get ar prantadoù kent, e vo kinniget ur gentel dañs asturiat evit ma vo pleustret àr an traoù desket a-gent. Digor eo d’an holl paot ne vern ha bras pe nend eo o barregezh àr an dans.

 

Priz : 30 euro (10 euro evit an emizili) ar predoù n’int ket lodek er priz-se.
Ditouroù : contact@sonam.bzh, 07-54-36-94-54

This slideshow requires JavaScript.

Ur ganourez asturiat eo Clara Diez Márquez. Souret en deus ar sonerezh àrnezhi a-grouadur, ema bet he zad é tastum get ar re gozh, ha aoziñ a rae benvegoù stokiñ evit monet en ur lod get ar c’han. Daet eo bet da vout doazh doc’h ar c’han hag ar stokiñ drezi he-unan, é teskiñ get ar re a zo dalbezh ijin an hengoun gete. E vez liesik er festoù-noz pe er sonadegoù é sonin get ar strollad Amieva da skouer, ur strollad asturiat aza sonioù da zañsal getoñ.