D’ar sadorn 4 a viz meurzh 2017, e vo ur staj get Alambig Elektrik e sal liesimplij Kernours e Kervignag, adalek 13e,evit ar ganourion hag ar sonourion, benvegoù a-bep sort. Un ton a vo sonet get ar stajidi en ur lod get Alambig Elektrik er fest-noz. Priz : 10 € evit […]

Staj ha Fest-Noz get Alambig Elektrik !


Bep Meurzh da eizh eur rik, e sal an Artimon e Lokmikaelig, e c’hellit kaniñ get Morwenn Le Normand, ur plac’h a-feson, hag ur strollad fentus. Dedennus eo deskiñ brezhoneg ha kaniñ en ur zansal ! Moaien ‘zo pleustriñ ho tistagadur, hag ho pouez-mouezh ivez ! Sonjit e vo gwellaet ho […]

Kaniñ get Sonam’


Bep miz d’ar pevarvet Gwener, adal 9eur da noz betek 1eur da vintin, en em gavay kelenerion ha skolidi flaouit, akordeoñ, violoñ ha pib-ilin Sonam’ e tavarn Mamm Kounifl e Lokmikaelig evit soniñ asambl tonioù a Vro-Iwerzhon ! Sonerion arall (banjo, mandolinenn, bodhrán…), kanerion ha dañserion a zo pedet ivez ! […]

Abadennoù sonnerezh Bro-Iwerzhon e Lokmikaelig !



Deskiñ soniñ asampl, ne vern pezh benveg, ne vern da bezh oad… Nikolaz Syz, kelennour àr ar glarinetenn, ar vombard hag ar binioù a zegemer razh ar sonerion a zo er gevredigezh, bep yaou da 7e15 da noz e sal liesimplij Kernourz e Kervignag. Sonerezh da zañsal a Vreizh eo […]

Un atalier fest-noz evit an holl d’ar yaou !


D’an distro-skol kentañ àr-lerc’h mand eo troet da vout « Sonam’ » setu krouet kentelioù nevez d’hor skol (gitar, kan, taboulinoù, akordeoñ diatonek, flaouit treuz, klarinetenn, bombard…) er c’humunioù lec’h ma vezemp c’hoazh é labourat (Kervignag, Rianteg, Lokmikaelig) ha kroget eo da da gelenn en ur gumun arall : Porzh-Loeiz. Evel-se, degadoù […]

Sonam’ : un distro-skol ag ar gwellañ


E brezhoneg Bro-Gwened e c’heller gober get lec’hienn internet nevez skol sonerezh Sonam’ bremañ. Asampl get ar mestr-gwiad Didier Yver en deus labouret ur skipailhad troerion : Gwendal Mevel, Mazhev Coviaux, Benead Alaer ha Brewal Runigo. E-pad daou viziad o deus troet ar seizh pajennad ha tregont a zo er […]

Ur lec’hienn nevez e brezhoneg penn-dre-benn