Ar skol sonerezh


Digor eo ar skol d’an holl, bugale ha tud daet, paot ne vern o live barregezh, digor eo d’an deraouidi-groñs, kerkoulz evel d’ar sonerion a garhe gwellaat o live.

Kavet e vo àr ar lec’hienn-mañ a-gement a zo da ouiet a-zivout an tamm mat a venvegoù kelennet, ar gelennerion, ar c’hentelioù, an atalieroù, ar prizioù, an emezeliñ, dre ven e vez aet d’ar skol.

Piv bennak a garhe gouiet hiroc’h, peotramant lâret e soñj, a c’hello monet e darempred genimp.


Ar skol sonerezh Sonam’ a zo ur gevredigezh diàr Lezenn 1901. Gopret eo ar gelennourion get ar gevredigezh. Ar melestriñ ha burev ar gevredigezh a zo kaset da benn get tud digopr akerzh. C’hwi a c’hell kemer perzh ivez é roiñ ho lod d’ar gevredigezh.

Skol sonerezh hengounel Kervignag (EMTK) a oa bet krouet e 2002 get Nicolas Syz, Simon Possompès, Gwendal Jaffré ha Damien Mattheyses hiniv (2016-2017) eh eus 160 a dud emelezet enni. Bremañ pand eo em ledet àr kumunioù arall (Lokmikaelig, Brelevenez, Lostenk, Pleheneg, Porzh-Loeiz, Rianteg, Santez-Helen), he deus tapet un anv nevez e miz mae 2016. Bremañ e raer Sonam’ – skol-sonerezh anezhi.

evit gouiet hiroc’h, lennit ar pennad daet ag ar gazetenn Ouest France.