Atalieroù a-stroll




Bep yaou da 7eur15 da noz e c’hell en em gavout ar sonerion a faot dezhe soniñ a-stroll sonerezh Breizh da zañsal get Nicolas Syz. Betak bremañ en em gav sonerion klarinet, violoñs ha gitar, met daet eo mat bep soner, ne vern e venveg.

A-drugarez d’an atalier-mañ e c’heller en em akustumiñ da soniñ get re arall, da selaou doc’hte, da heuliñ un tempo, kempennadurioù…

Ne goust ket an atalier-mañ keroc’h evit izili EMTK. Bep yaou da 7eur15 da noz e vez dalc’het e sal liesimplij Kernourz.

Mard oc’h dedennet getoñ, kerzhit en darempred get Nicolas Syz.