Sonadeg fin ar bloavezh evit atalieroù Koco


Goude ur c’hentañ bloavezh mont en-dro eo deuet 21 ezel da zeskiñ penaos kanañ gospel ha sonerezh skañv e-touez an div strollad kanañ kinniget gant Koco d’ar Yaou da noz e sal ar patronaj e Kervignag.

Echu e vo ar bloavezh d’ar 14 a viz Even hag aozet e vo ur sonadeg evit kinnig al labourioù bet graet d’ar familhoù, mignoned, izili Sonam’, tud dedennet evit kemer perzh en atalieroù-se ar bloaz o tont hag ar re a fell dezhe tremen ur nozvezh plijus ganeomp. Ar sonadeg a vo d’ar Sadorn 9 a viz Even etre 20e ha 22e e sal liezimplij Kernours. (Digor d’an holl)