Atalier sonerezh Asturian


“Nueche en danza”

Mod-se e vez anvet an atalier miziek war ar sonerezh Asturian kaset da benn gant Clara Diez Márquez.

Gant an atalier-se e c’haller kanañ en Asturianeg, c’hoari pandereta pe c’hoari an tonioù gant hor benveg muiañ karet (boest an diaoul, treujenn gaol, violoñs, gitar hag all…).

An atalier a vo dalc’het pep trede Gwener ar miz e Kernours (Kervignag) da 19e (cheñchet e vo an eur pe an deiziad e-pad ar vakañsoù skol).

An atalier kentañ a vo dalc’het d’ar Gwener 21 a viz Gwengolo 2018 !

Titouroù : contact@sonam.bzh, 07-54-36-94-54

 


Clara Diez Márquez a zo ur ganerez asturian. Brasaet he deus gant ar sonerezh, he zad en deus dastumet gant ar re gozh ha fardañ a rae binviji tos evit mont gant ar c’han. Clara he deus desket ar c’han, an dañs hag ar toserezh he-unan gant skoazell ar re a zoug an hengoun. Kemer a ra perzh e-barzh meur a sonadeg met ivez e-barzh festoù-noz gant ar strollad sonerezh asturian Amieva.