Filaj Sonam’ e kêriadenn Rémoulin ar bloaz-mañ


D’ar merc’her 13 a viz Even 2018 da 19e e-barzh Nostang e vo dalc’het filaj Sonam’ skol sonerezh ar bloaz-mañ. Ur filaj a zo un nozvezh e-lec’h ma vez pep hini o tont da rannañ e ganaouennoù, alies a-walc’h e brezhoneg, alies a-walc’h hengounel met ur bed dieub ha frank eo hag an holl kanaouennoù a vo degemeret mat. Pep hini a c’hall kanañ ur ganaouenn pe meur a hini pe dont evit selaou ha gwelout pegen brav eo kêriadenn Rémoulin…

Gallout a rit klevout atalier kanañ Morwenn Le Normand, un nebeud kanaouennoù desket e-pad ar stajoù kanañ gant Charles Quimbert, Yann Raoul (Arvest) hag a ginnig un atalier kanañ e Santez Elen. Sur a-walc’h e kanimp un tammig…