Setu arru ur gelennourez nevez e skol Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget get Morwenn, e Lokmikaelig, un atalier kan hag a ray tu deoc’h da zizoleiñ pe addizoleiñ kan hengounel Breizh, dreist-holl keni Bro-Gwened, en ur ober bourrapl. Taolit ur sell àr bajenn Morwenn Le Normand […]

Donemat da v/Morwenn Le Normand !


  Nevez zo ema daet Arthur da vout kelennour e Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget getoñ kentelioù gitar a-ziàr sonerezh hengounel Breizh ha Bro-Iwerzhon, ha traoù arall ivez (pop, folk, blues, rock, jazz swing…), e Porzh-Loeiz hag e Rianteg. Taolit ur sell àr e bajenn !

Donemat da Arthur Pinc !


D’ar Gwener 24 a viz Mezheven eh eus bet izili ha kelennerion ag ar gevredigezh é soniñ e Fest ar Sonerezh e Kervignag. Un digarez a-feson da soniñ dirak arvesterion dedennet, hag o deus bet an tu da selaou doc’h an delenn, ar glerinell hag an akordeoñ. Ret eo lâret […]

Sonam’ Fest ar Sonerezh !



Un taol “kani kreñv” evit an atalier kan. Èl ar blez paset ema bet lidet achumant blezad-skol an atalier kan hengounel kaset get Gwendal Le Ruyet dre aoziñ ur filaj e kreñvlec’h Penn-Mane e Lokmikaelig. Un digarez vrav da zizoloiñ (en-dro) ar lec’h-se, da sellet doc’h ar vorlenn gaer en […]

Filaj – Kan mod Breizh


  Skol Sonerezh Hengounel Kervignag he deus ledanaet he zachenn da gumunioù arall, ha ‘faot dezhi monet pelloc’h c’hoazh. Neuze he deus chañjet anv evit donet da vout Sonam’ Skol Sonerezh. Donemat deoc’h àr ar lec’hienn nevez-mañ !

Kenavo EMTK, donemat da Sonam’