Ar reoliadur a vo lennet pellikoc’h a zo e bal teurel evezh e tro obererezhioù ar gevredigezh evel ma faot, en doujañs doc’h an dud, an izili, ar gelennerion hag ar re a volañtez vat. Mar bez un dra digustum get unan bennak, henhenn a c’hello monet e darempred get ar burev.
Emezeladur
Talveziñ a ray an emezeladur kentizh evel ma vo kavet an eur a ya doc’h ar c’helennour kerkoulz evel doc’h an deskard, ha ma vo bet daet d’ar burev dle-akerzh an emezeladur hag ar blezad-kentelioù.
Piv bennak a grog get ur blezad a zo dleour ag ar blezad penn dar benn.
Degemeret e vo an emezeladurioù doc’h ar termen ma vint bet kaset dimp. An deskarded a zalc’h a vlezad da vlezad a vo degemeret kentañ.
ar c’hentelioù
30 kentel a zo en ur blezad. 30 munutenn e pad pep kentel. Pa dahe ur c’helennour ha mankiñ ur gentel, e vehe lakaet un deiz arall getoñ. Pa dahe un deskard ha mankiñ ur gentel, ne vehe ket adtapet (N’ankouazhit ket belziñ ho kelennourion).
atebegezh
Evit an deskarded n’int ket en o oad-gour : kemenn a ramp d’ar gerent n’hell ket ar gelennourion gober àr-dro o bugale àr-lerc’h ma vez achiv o c’hentel pe o atalier. Genoc’h-c’hwi e tegouezho neuze bout doc’h o zro, bet ken na gomañso ar gentel ha kentizh evel ma vo achiv.