Marc Jacquier


  • Kentelioù gitar e Kervignag ha Lokmikaelig

marc-jacquierMarc Jacquier en deus sonet e mar a strollad, Tammlès, Nomades, Foehn, Gwir hag all… a bep sort sonerezhioù a za getoñ, get ur songeidadur standart kerkoulz evel ur songeidadur DADGAD (songeidadur a raer paot-mat getoñ er sonerezh hengounel). Ema Marc é soniñ e EMTK (troet da vout Sonam’) a-c’houde 2005.

Namet ha goulennet vehe getoñ, ne gelenn ket dre ar solfadurezh met a-bouez taolennadurioù (ur reizhad a zifer àr-eeun e-men e vez lakaet ar bizied). An taolennadurioù a c’hell bout roet e stumm restroù a c’heller gober gete en urzhiataer.
Ar roltad sonioù (keltek, kan, folk, pop/rock…) a vo labouret àrnezhoñ a-gement ma vo gellet, hervez ma plijo d’an deskarded, na bout e tegouezh get ar roltad-se da gentañ-razh roiñ an tu da vout barrek àr teknikoù zo.
Da gentañ e vo pleustret dre ar songeidadur standart, pa garo d’ar gitarourion doazh e vo gellet roiñ un tammig tañva dezhe ag ar songeidadur DADGAD.