Abadennoù sonnerezh Bro-Iwerzhon e Lokmikaelig !


Bep miz d’ar pevarvet Gwener, adal 9eur da noz betek 1eur da vintin, en em gavay kelenerion ha skolidi flaouit, akordeoñ, violoñ ha pib-ilin Sonam’ e tavarn Mamm Kounifl e Lokmikaelig evit soniñ asambl tonioù a Vro-Iwerzhon !

Sonerion arall (banjo, mandolinenn, bodhrán…), kanerion ha dañserion a zo pedet ivez ! Plijadur ‘vo ! Pep unan a c’hell krogiñ get un ton ! Ha mat eo an evajoù ! (ar bier drest-holl !) 😛

Dait ‘ta, get ho penveg pe pas, da selaoù doc’h ar sonerion en ur evet banneoù gete, pe da soniñ asambl gete ma ‘peus c’hoant !

D’ar Gwener 16 a viz an Azvent (Kerzu) e vo ar c’hentañ tro. Prest oc’h ? 😉