Filaj – Kan mod Breizh


Un taol “kani kreñv” evit an atalier kan.

Èl ar blez paset ema bet lidet achumant blezad-skol an atalier kan hengounel kaset get Gwendal Le Ruyet dre aoziñ ur filaj e kreñvlec’h Penn-Mane e Lokmikaelig. Un digarez vrav da zizoloiñ (en-dro) ar lec’h-se, da sellet doc’h ar vorlenn gaer en ur vale, da zebriñ un tamm asampl ha da ganiñ e brezhoneg hag e galleg…

Emgav a raomp deoc’h an distro-skol-mañ ‘za get Morwenn Le Normand, kasourez nevez an atalier kan, evit ur blezad leun a sonennoù.