Gwendal Le Ruyet


Atalier kan brezhoneg betak an hañv 2016 Gwendal a zo aet diàr hon tro, da welet korniadoù arall. Anavedigezh a vo graet en distro-skol get Morwenn Le Normand, a vo penn nevez an atalier kan, kanoù doc’h sour a vo a-hed ar blezad.


gwendal-le-ruyetTapet zo dezhoñ, un diplom studioù sonerezh evit ar bombard hag ar c’han, hag ema bremañ é klask tapiñ un DE evit bout kelennour sonerezh, kaniñ a ra Gwendal Le Ruyet e strolladoù a bep sort evel FROM, an Trio Le Ruyet, ar strollad kanerion a-vro Wened Kanerhog.

A-nebeudigoù a-hed an amzer eo, en deus kresket e rollad-sonioù pe get ar pennoù-harp ema bet em gavet gete : Jo Sergent, Marie-Françoise Perron, Yann-Fañch Kemener, Véronique Bourjot

Get an atalier a-stroll-se e veze gellet gober pe adober anavedigezh get renabl kan hengounel Breizh ha da gentañ-penn heni bro-Gwened. Get selaou e veze desket(enrolladennoù, dastumerezh, kelennour, kanour…) Tonioù da zañsal a veze kanet genimp (kanoù a-dro) ha kanoù da selaou ivez (tonioù, tonioù-bale e brezhoneg hag e galleg).

Pep trimiziad e veze lakaet un emgav get ur c’hanour-harp evit m’en devehe graet splet dimp e ouied diàr ar c’han hengounel. Labourat a raemp ha-razh àr teknik ar vouezh.

Daet mat e oa kement unan en atalier-se ne verne ket e live, ha ne oa ket ret komz brezhoneg.