Bep Meurzh da eizh eur rik, e sal an Artimon e Lokmikaelig, e c’hellit kaniñ get Morwenn Le Normand, ur plac’h a-feson, hag ur strollad fentus. Dedennus eo deskiñ brezhoneg ha kaniñ en ur zansal ! Moaien ‘zo pleustriñ ho tistagadur, hag ho pouez-mouezh ivez !
Sonjit e vo gwellaet ho live yezh hag e vo savet sur-walc’h abadennoù kabidan e-pad ho nozvezhioù get ho mignoned en davarn ! (La peau de l’ours, èl-rezon, get Marion hag a zo ‘barzh hon strollad ivez !). Piv a ouia un ton ha n’eo ket gouest da genderc’hel anezhoñ betek ar fin ? An heni n’eo ket gouest a zeskay en atalier-se ! Amañ e c’hellit kaniñ betek ar mintin get sonerezh bro Kervignag ! Ar strollad-mañ ’zo bet savet get tud a bep lec’h, met tout an dud a blij dezhe soniñ ha c’hoarzhiñ !