Nicolas Syz

Ema Nikolaz Syz é kelenn e Kervignag a-c’houde 2002. Tapet eo dezhoñ an Diplom-Stad evit bout kelennour àr ar sonerezh hag ar benveger hengounel.

Lies eo e varregezh , soniñ a ra a-goublad, binioù-bombard, get Nicolas Denis (Pladenn “Deziradell” e 2014), er gouelioù istoarel get ar strollad Curragh, get ar gerlenn Boked er lann ag an Arvor peotramant get ar bagad “Kevrenn Alre” ag an Alre get e glarinetenn.

Sonet en deus bet ivez en un tamm mat a strolladoù evel “Dubble Youn Syzthème”, “Syz-Moisson”, “Syz-Le Cam”, bagad Porzh-Loeiz…. Un tamm tro en deus graet ivez e sonerezh bro-Vrazil hag er folk amerikan.

Diazezet eo e gelenn àr ar pleustriñ. Newazh gellet vo deskiñ un tammig bennak getoñ diàr ar skriviñ-sonerezh.