Tanguy Jégou


A-c’houde ur bochad blezioù e son Tanguy JEGOU get an akordeoñ. Desket en deus get Strollad Sevenadurel Breton Broioù ar Gwilen e Redon, ‘el sonerion akordeoñ arall hag a zo daet da vout brudet bremañ (Yannick NOGUET, Jannick MARTIN…), ha kelenner eo bet er gevredigezh-se.

Levezonet eo e sonerezh get an traoù en deus bet tro da zeskiñ get Jacques BEAUCHAMPS, Patrick BARDOUL, Yann-Fanch PERROCHES, Alain PENNEC, ha re arall c’hoazh. Komañset en deus Tanguy soniñ àr ar leurennoù asambl get e gomper Mathieu SEROT, ha goude get e bare gentañ « daou pe tri » pa oa 14 vlez. Àr-lerc’h en deus kemeret perzh e meur a strollad hag e arvestoù a bep sort : daouadoù, Bagad an Alre, krouidigezhioù ‘el « Breizh Kabar » (un arvest hag a liamm sonerezh Breizh get heni ar Reunion) pe Kolektif Ar Famijy (asambl get e vreur, ha oaet gete priz ar grouidigezh e Breizh).

‘El mand eo bet desavet Tanguy en ur familh brezhonegerion ag ar C’hreiz-Breizh, ema diazezet e gentelioù àr sonerezh Breizh, met digor eo ivez da sonerezh ar bed a-bezh. Bremañ ema paotr an akordeoñ er bare GPG ha kelennour, ha plijiñ a ra dezhoñ lakat an dud da bleustriñ asambl.

 

Monet e darempred dre bostel :

Anv * 
Postel * 
Please leave this field empty.