Solène Marrec


  • Kentelioù taboulinoù, gitar, gitar-boud, piano, dizoleiñ ar sonerezh.

 

Pedagogourez ha sot get ar sonerezh on-me. Komañset em eus deskiñ soniñ taboulinoù er skol sonerezh (koñservatoer) 20 vlez zo, ha tapet genin ma diplom dibenn-studioù àr an taboulinoù/benveger tos.

Desket em eus soniñ gitar ha piano ma-unan àr-lerc’h.

Sonet em eus en ur bochad strolladoù : ur laz-soniñ filarmonek, ur fañfar, ha strolladoù a bep sort (pop-rok, rok, disortoù, punk, folk, akoustek), ha dre-se em eus tapet skiant-prenet diàr soniñ àr ar leurenn.

Un aotreegezh àr ar sonouriezh hag ar velestradurezh sevenadurel am eus, hag ur master àr ar sonouriezh hag ar bedagogiezh. Meur a stummadur am eus bet graet, ha stajoù evit klotaat ma gouiedegezh diàr bed ar sonerezh get ijinourion ar son, tud a-vicher hag a ra àr-dro bugale, ha songurourion.

En arbenn ag an holl draoù-se em eus gellet krouiñ ha diorren ma doare din-me da gelenn ar sonerezh.

 

Monet e darempred dre bostel :

Anv * 
Postel *