Mallory Pogam


  • Kentelioù pib-ilin (uilleann pipes), smallpipes ha binioù-bras skosat e Kervignag

mallory-pogamD’an oad a 12 vlez e krog Mallory get ar binioù-bras skosat e Bagad Bro an Aberioù Plabenneg, e 1997. Stummet eo bet get Herve ar Floc’h (Pennsoner bagad Kab Kaval hag unsoner brudet) ha Daniel Moign. Get ar bagad-se e kemer perzh er c’henstrivadegoù 5vet, 3vet hag eil rummad. Goude ema bet e penn ar strollad binioù-bras e bagad an Henbont hag e kemeras perzh er c’henstrivadegoù 5vet ha 4vet rummad. Soniñ e-unan a ra bremañ.
E 2007 e krog get ar pib-ilin (uilleann pipes) get Brian Mc Combe. Deskiñ a ra ivez get Peter Merbeth, ha get stajoù emvarrekaat ar gevredigezh Gan Ainm hag a gouvi bep blez ur c’helennour iwerzhonat brudet (Mick O’Brien, John Mac Sherry…)

Kelennet e vez ar binioù-bras skosat hag ar smallpipes get ur skrid-sonerezh e daou skritur : breizhat ha skosat, hag ar pib-ilin a vez desket dre selaou peotramant get skridoù-sonerezh. Ar pal a zo bout emren evit lenn ur skrid-sonerezh hag evit kendoniiñ ar benveg.

Get ur praktis e vez desket soniñ binioù-bras skosat ha smallpipes.
Get ar benveg gwir e vez desket soniñ pib-ilin. El mand eo diaes kavout unan eh eus moiand feurmiñ ur benveg.

Donet a ra an tonioù a vo labouret àrnezhe a sonerezh hengounel Breizh, Bro-Skos ha Bro-Iwerzhon. Kempennet e vint hrevez live ha c’hoantoù pep unan, en ur zoujiñ doc’h ar fesonioù disheñval da soniñ.

Oberour uilleann pipes ha smallpipes eo Mallory, moiand ‘zo bizitiñ e lec’hienn internet http://mallory-pogam.fr/

Kerzhit e darempred getoñ dre bostel ma ho peus traoù da c’houlenn :

    Anv * 
    Postel *