« Tous en scène ! » d’ar 4 a viz Mae e L’Artimon, Lokmikelig


Bep blez e vez kinniget an abadenn « Tous en Scène » e Sonam’ skol sonerezh. Un degouezh mat eo evit skolidi ar skol sonerezh da vonet àr ar leurenn ha da selaou doc’h ar strolladoù pedet, mignoned ar skol sonerezh pe strolladoù e-menn e sonont ar gelennerion. Krampouezh a vo àr ar plas.
Adalek 5 eur e vo sonerion Sonam’ ! Tonet a reont d’eus Lokmikelig, Port-Loeiz, Rianteg, Kervignag, Santez-Elen, Lostenk, Pleheneg, Gavr… Gallout a reoc’h selaou doc’hte é kaniñ pe é soniñ en ur laz-kouevrennoù bihan, e solo pe en ur strollad… Digoust eo !

20h: « Histoires et marimbas » get Glenn Dagorn, ha neuze STRAKAL BEZHIN : https://www.youtube.com/channel/UCYH1hGKkjefkSh-j8woxn1g