Stajoù kaniñ mod kozh get Charles Quimbert !


 
Aoziñ a ra Sonam’ skol-sonerezh ha Son ar leurenn ur c’helchiad prantadoù kan get Charles Quimbert e Kervignag ha Lokmikaelig.
 
Kinniget zo deoc’h labourat àr an tachad gallaoueg, àr ar pleustriñ ho-unan, ha bout aes get ho pouezh.
 
Palioù : bout aes get ho pouezh, stummiñ tud é kaniñ o-unan, danvez : ar c’horf evel pa vehe ur benveg, tachad gallaoueg, ar vouezh evel pa vehe ur jestr, an dra-mañ ag an dra (pleustradennoù da vout graet er gêr) un digor-kalon, ur pred asampl, labour hiniennel, bourriñ get ar c’han.
 
An tri frantad kinniget a grogo o-zri da 9e30, d’ar 27 a viz genver e Kervignag (da vare gouel an Deizioù), d’ar 24 a viz meurzh (Kervignag), d’an 28 a viz ebrel (Lokmikaelig, da vare gouel Beltan).
 
27 a viz genver ha 24 a viz meurzh : ditouroù ha enskrivadur (30 euro, 10 euro evit an emizili) get Sonam skol-sonerezh (contact@sonam.bzh, 07-54-36-94-54)
28 a viz ebrel : ditouroù hag enskrivadur get Son ar leurenn (festivalbeltan@gmail.com, 06-52-50-63-84)
 
N’hell ket bout ken met 12 a dud enskrivet !

 

 

Charles Quimbert

Ganet eo bet Charles Quimbert e 1958 . Kaner stummet e-unan, Sot pitilh eo hennezh get kan hengounel Breizh Uhel.

 

E-pad meur a stajoù get tud-kozh e tastumas ur bochad pozioù ha tonioù bale a bep lec’h e bro C’hallo.

 

Charles a zo brudet tre evel ur jubenour a feson.

 

Kanet en deus kalz e festoù-noz ha dreist-holl get an triad Brou Hamon Quimbert. Kiniget en deus ivez meur a stajoù kaniñ ( Fest kaniñ Bovel, skol sonerezh Sel de Bretagne).