Sonam’ skol sonerezh a ginnigo ar blez-man ur c’helc’hiad prantadoù diàr ar sonerezh hag ar c’horoll asturiat. CLARA DIEZ MÁRQUEZ, arbennigourez àr an tachad hengounel, ha bouezh veur Asturia a vo àr-dro ar prantadoù-se.   Danvez ar prantadoù kinniget :   18/11/2017 (kastell Kerdurand e Rianteg) : Prantad dizoloiñ ar sonerezh asturiat. Un […]

Prantad àr-dro ar sonerezh asturiat get Clara Diez Márquez


An distro-skol eo get skol sonerezh Sonam’, ha mar a oberiantiz a vo kinniget deoc’h e Santez Helen. Digoret zo un atalier nevez d’an dud ar blez-mañ : kan hengounel get Yann Raoul. Tro hoc’h eus bet da glevet Yann get mar a strollad : Hirhoal, Anjel IK hag a-zrebi ar blez […]

Daet da ganiñ get Yann Raoul !


Kreñvaet èl mand eo get kreskadur niver he skolidi, skol sonerezh Sonam’ a bed he izili hag he c’hevelerion da ouiet muioc’h diàr he raktresoù nevez da-geñver he bodadenn veur (d’an 30 a viz Mezheven, da 6e30 e sal liesimplij Kernourz). Adal an distro-skol e kennigo Sonam’ kentelioù sonerezh e […]

Sonam’ a gennigo he begon hag he raktresoù nevez da-geñver ...



Disadorn 4 a viz C’hwevrer o devoa en em gavet tro d’un daou-ugent sonour bennak ag ar grevredigezh e Sal liesimplij Kernourz evit labourat tonioù d’ar c’has a-barzh ha d’ar laride. Sonet ‘ vint e fest-noz ar skol sonerezh Sonam’ d’ ar 4 a viz Meurzh. Gelliñ a rit atav […]

Tout an dud àr ar leureunn evit ar fest-noz !


D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2017 er sal « Artimont » e Lokmikaelig adalek 10eur ha betek 6 eur da noz Kanet e vo sonerezh a vro Gallo, ur labour hiniennel diar benn un doare da ganiñ ha da blasiñ ar vouezh. Priz : 10 € evit izili Sonam’, […]

Staj kaniñ mod kozh get Charles Quimbert


D’ar 4 a viz C’hwevrer  ‘vo digoret ar gentel kan d’ar re o deus c’hoant anseiñ kanal e brezhoneg. Dait da glask neuze ! Donet mat eo an holl ! Sal An Artimon – adal 10e betak 12e Lokmikaelig

Dizoloiñ ar c’han e Lokmikaelig