Sonam’ skol sonerezh a ginnig deoc’h stajoù kanañ gant Koco. An abadennoù a zo azasaet ouzh oad ar ganerien :
Bugale : Sonam’ a ginnig stajoù kanañ gant Koco evit ar vugale e-pad ar vakañsoù-skol. Gant ar program e vo : dizoloet e vouezh, graet ul labour war ar selaou tro-dro d’ar piano ha d’al luskoù, desket div ganaouenn « variétés françaises » e-pad an devezh. Ar vugale a c’hallo kinnig ar pezh o devo desket e fin an deiz tro-dro d’ur merenn-vihan ma ‘fell dezhe. Ar c’hanaouennoù a vo azasaet ouzh ar rummadoù oad.
Stajoù kentañ 2019 a vo :
– d’ar Merc’her 13 a viz C’hwevrer evit ar vugale etre 6 ha 10 vloaz (un devezh 10e-12e, 14e-16e e Kervignag),
– d’al Lun 18 a viz C’hwevrer evit ar vugale etre 10 ha 12 vloaz (un devezh 14e-17e30 e Porzh Loeiz).
Prizioù : 20€ + 10€ emezeladur da Sonam’ skol sonerezh / 10 plas dre staj.
Enskrivadur pe titouroù : contact@sonam.bzh, 07-54-36-94-54
Tud deuet : Ne c’hallit ket ober un dudi reoliek ha kanañ a bli deoc’h ? Dizoleiñ ar gospel ha kanañ en ur strollad a fell deoc’h ? Ar staj-mañ a zo graet evidoc’h ! Aozet e vo d’ar Sul 10 a viz Meurzh 2019 etre 10e ha 16e30 e savadur Sonam’ skol sonerezh e Porzh Loeiz d’ar 4 straed ar Wikadell. Desket e vo div ganaouenn (1 gospel hengounel, 1 gospel modern).
Aozet eo ar staj gant Sonam’ skol sonerezh ha Koco.
Prizioù : 25€ + 10€ emezeladur. (15-20 den d’ar muiañ). Enskrivadur pe titouroù : contact@sonam.bzh, 07-54-36-94-54