Stajoù ha fest-noz: Le Bour/Bodros, Blain/Leyzour, De Parscau/Delamaire


E-kerzh gouel an DEIZIOU 2023, get sikour Emglev an Oriant

Lidet vo fest noz bloaziek ar Skol Sonerezh Sonam d’ar 25 a viz Meurzh 2023 e Santez-Elen, e sal Beg er Lann.

6eur d’enderv : Apero kanet get Yolaine Delamaire ha digor e vo an abadenn d’ar ganerion ha kanourezed a faota dezhe kas un ton.

Adalek 6eur pred krampouezh/galetez kinniget deoc’h get Skol Diwan Rianteg (en diavez dindan un deltenn e tal ar fest noz).

Adalek 7eur : FEST NOZ get Le Bour/Bodros, Blain/Leyzour, De Parscau-Delamaire ha skolidi ha kelenerion.ourezed ar skol sonerezh ha stajidi an deiz.

Mont-tre : 8euro.

 

Araok ar fest noz e vo kinniget deoc’h stajoù sonerezh o meskiñ an holl binviji get an arzourion Le Bour/Bodros, Blain/Leyzour, De Parscau-Delamaire  (Adalek 9e30 vintin betek 5eur d’enderv + disoc’h e-kerzh an abadenn noz).

Sonerion ha kanerezed ar fest noz a ginnig deoc’h deskiñ soniñ lod tonioù ag o repertoer. Ar staj zo graet evit an holl vuzisianed c’hoant gete da raniñ o skiant-prenet arzourion a-vicher . Un digarez a-feson eo da zeskiñ digante o zoare d’ober (arrangements), o zoare da vout « arzour », alioù evit c’hoari a-stroll petramant alioù a-ziar ar binviji…Ar violoñsourion, kanourion, kanerezed, c’hoarierion boest-an-diaoul, gitarourion, saxofonisted pe c’hoarierion treujenn-gaol a zo degemeret mat el-rezon. An holl binviji-se zo c’hoariet get sonerion ar strolladoù.

Dafar a vo kinniget araok ar staj hag aliet eo ‘n’em ragenskrivañ ur miz araok a-benn da gaout anezhe en koulz.

Priz : 35 € + 15 € emezeladenn d’ar skol sonerezh Sonam.

Ragenskrivañ : contact@sonam.bzh,

Gouiet muioc’h : 07-54-36-94-54

Video Le Bour/Bodros: https://www.youtube.com/watch?v=EqEH5kzY8QM

 

Video Blain/Leyzour:

https://www.youtube.com/watch?v=0vq15CZ1zro

Video DeParscau-Delamaire: https://www.google.com/search?client=firefox-b-d&q=Vid%C3%A9o+DEParscau-DElamaire#fpstate=ive&vld=cid:02ca3ff7,vid:k60UBSLtJGI