Tout an dud àr ar leureunn evit ar fest-noz !


Disadorn 4 a viz C’hwevrer o devoa en em gavet tro d’un daou-ugent sonour bennak ag ar grevredigezh e Sal liesimplij Kernourz evit labourat tonioù d’ar c’has a-barzh ha d’ar laride. Sonet ‘ vint e fest-noz ar skol sonerezh Sonam’ d’ ar 4 a viz Meurzh.

Gelliñ a rit atav donet da soniñ e « Brasañ laz-soniñ fest-noz Kervignag » ! Evit kement-se, n’ ho po ket ‘met monet e darempred get ho kelennourion pe get Nicolas Syz (06 63 47 06 78)

Ha n’ ankouait ket lakaat ho anv evit ar staj get Alambig Elektrik d’ enderv !

 

This slideshow requires JavaScript.