- Kentelioù piano hag akordeoñs kromatek
Kentelioù piano
Gwerzo ez on é kelenn piano. A-bep sort sonerezh a ginnigan (klasel, jazz, sonerezhioù a-vremañ, sonerezh-filmoù) Gober a ran get hentennoù dishañval evit an deraouidi, doc’h oad, barregezh ha hetoù pep deskard, mar bez. Teknik ar soniñ-kevret a vo kelennet d’ar re a faot dezhe, kroget e vo get klotadoù aes, evit bout katapl da ganiñ pe soniñ get sonourion arall. Roet vo o goulenn d’an deskarded a garhe labourat ur sonenn a blij dezhe, evit ar blijadur da soniñ.
Kentelioù akordeoñs kromatek
Un tañva a vo roet a bep sort sonerezhioù (jazz, klasel, hengounel, diseurtoù) Sonet ‘m eus e strolladoù-disort, kerlennoù keltiek, abadennoù a bep sort (bodoù, kreizennoù evit an dud ampechet, gouelioù…) Adal c’hwezh vlez e c’heller krogiñ ha betag… akordeoñsoù a bep stumm a vo kinniget, doc’h ment pep deskard.
Monet e darempred dre bostel :