Arthmael Giraudon


  • Kentelioù Saksofon

Ar-lec’h bout kroget getañ abred soniñ taboulinoù é soniñ àr sonerezh a-bep sort, hag añseet ar fleüt a-dreuz, dizolaet eo bet ar saksofon get Arthmael en ur fañfar ha kadarnaet e blaz evit sonerezh New Orleans, Funk ha Jazz. Ledanoc’h e ya e sonerezh dre soniñ get sonerion e strolladoù èl Strakal Bezhin (funk hip-hop), Taouarh (fest-noz), Taraf Dilo (balkan fusion), Tri’O Divi (fest-noz), ha Klec’h Keltiek Brizeux en Oriant. El just emañ pouezus bras ar sonerezh hengounel evitañ, klask lakaat e-pleustr anezhe, hag ijiniñ meskajoù hag hentoù-treuz etreze. Dre-skouarn eo bet desket ar sonerezh getañ, nemet tri blez hentad klasel e Skol Sonerezh ha Dañs an Oriant get Patrice Saouter. Heuliiñ a ra c’hoazh ur stummadur kan hengounel get Véronique Bourjot, benveg hengounel get Philippe Janvier, kentelioù bep an amzer get Timothée Le Bour, ha desket e vez getañ ivez dre gejiñ get sonerion arall.

 

Kentelioù :

 

– Evit krogiñ (àr ar saksofon alto) : teknik ar benveg (dalc’h ar beg, son, plas ar bizied, volum, taolioù-son…), deskiñ « dre ar skouarn » tonioù hengounel a Vreizh, digoradur posubl da zoareoù sonerezh a blij d’ar skoliad, labourat ar skouarn, an anal hag ar c’hwezhiñ, elfennoù diazez ar solfej hag ar lusk, poelladennoù « sonerezh àr ar prim » ha poelladennoù selaou.

 

– Evit monet pelloc’h : teknik ar benveg (frazenniñ, sonioù, rikamantoù…), deskiñ « dre ar skouarn » tonioù hengounel a dost hag a bell, digoradur da zoareoù sonerezh arall, labourat ar skouarn, an anal hag ar c’hwezhiñ, lodennoù a-zivout ar solfej, ar lusk ha ar c’henson, poelladennoù ijin ha sonerezh « àr ar prim », poelladennoù selaou.

 

Monet e darempred dre bostel :

    Anv * 
    Postel *