- Kentelioù violoñ e Kervignag ha Rianteg
Ur mailh eo Dominique Trichet àr ar violoñ hengounel, ha sot eo get sonerezhioù Bro-Iwerzhon, Breizh ha Kebek. Sonet en deus er strolladoù Koun , Gwazigan, ha Rebeaterien asambl get ar sonour violoñ Pierrick Lemou. Hiziv-an-deiz e son er strollad Brian Mc Combe Trio.
Evit ar gomañserion :
- Dizoleiñ ha derc’hel ar benveg
- Pleustriñ get ar waregig
- Deskiñ tonioù dre ar c’han (sonennoù evit ar vugale evit ar re vihan, tonioù d’an dro, laride hag arall evit ar re vras) ha pleustriñ get ar benveg àr-lerc’h.
- Pleustriñ àr ar reizhded, àr ar lusk.
Evit ar re varrek :
- Deskiñ dre selaou. Moiand ‘vo d’ar skolidi deskiñ an tonioù dre selaou, evit dizoleiñ tamm-ha-tamm ar feson-se da zeskiñ. Neuze ne servijay ar skridoù-sonerezh nemet da sikour ar vimoer.
- Pleustriñ àr ar stil hag ar swing, àr an notennoù kinkliñ. Gouiet hiroc’h a-ziàr ar lusk, an harpoù, ar pouezadoù, ar pozerezh, ar begon.
- Dizoleiñ tonioù a vroioù disheñval : Breizh, Iwerzhon, Kebek.