Arthmael Giraudon, kentelioù Saksofon
Soubet a-vihanig e sevenadur Vreizh ha tañvaet abred getañ kentelioù taboulinoù get Philippe Naizin ha Marc Guillevic, ha kentelioù flaouit get Yannig Audran ha Damien Mattheyse, dizoloet eo ar saksofon get Arthmael tro e 20vet blezad.
Plijet ha mennet pa vet kavet « groove » er sonerezh, krogiñ a ra get e venveg en un doare emzesk en ur fañfar studierion. Nebeut àr-lec’h e gendalc’h da zeskiñ dre skiant-prenet e strolladoù èl Strakal Bezhin (funk hip-hop), Taouarh (fest-noz) pe Taraf Dilo (meskaj damhengounel balkan). Evit klokaat e hentad, graet getañ tri blezad e hentad klasel e Skol Sonerezh an Oriant get Patrice Saouter hag ur frapad kentelioù get Timothée Le Bour araok prientiñ un DSS sonerezh hengounel (diplom studioù sonerezh) kadarnet getañ e 2021 get Philippe Janvier ha Véronique Bourjot. Ar un dro emañ-eñ soner a-vicher a-c’houde 2020 ha soniñ a ra alies àr leurennoù Vreizh get Taouarh, an daouad Giraudon Portebois, ha Kraaz.
Kentelioù :
*posubl eo gober ar c’hentelioù e brezhoneg*
Monet e darempred dre bostel : :