Kentelioù hag atalieroù



Mat eo gouiet soniñ, met gwell eo pleustriñ dirak an dud !

Evit gober kement-se e kennigomp :

  • Ur strollad « Session » : sonet e vez asampl tonioù a Vro-Iwerzhon ha traoù arall e ti Mamm Kounifl e Lokmikaelig, bep miz d’ar 4vet Gwener, adal 8e30 pe 9e da noz.

    Kaset get ar gelennerion violoñ, flaouit, hag arall http://www.mamm-kounifl.fr

  • Ur strollad Fest-Noz : sonet e vez asampl tonioù a Vreizh ha traoù arall get a bep sort benvegoù. Gwelet an Atalier sonerezh Breizh

 

Abadennoù sonerezh arall er vro :

 

  • A En Henbont, bep miz d’an eil Gwener adal 9e da noz, etavarn Le Mediéval : sonerezh Iwerzhon ha Breizh, ha muioc’h ma faot deoc’h !
  • A En Oriant, er Galway Inn bep Merc’her adal 10e da noz ha betak ma krevay ar sonerion !!!
  • A En Intel : Le Chat qui pêche… ( titouroù da hizivaat ar blez-mañ )

Lârit deomp ma vez aozet abadennoù sonerezh arall geneoc’h.