Goberour-kompozour-c’hoarier brezhoneg ha galleg, Yann Raoul zo bet filimet abret-kaer get ar c’han hengounel a vro-Gwened.
Adalek 1992 e vez er festoù-noz get ar strollad HIRHOAL, àr un dro get kaniñ kan ha diskan kevret get Sylvain Girault hag Yves Jego.
Ar-dro penn ar blezadoù 90 eh a e strollad AÑJEL I.K. hag enrolliñ a ra o album kentañ gete : kejet zo enne tonioù hengounel ha krouadennoù nevez, liv ar rock-groove gete.
A-zrebi ar blez 2000 ema Yann Raoul é kaniñ er festoù-noz get ARVEST, em lakaet eo àr-un dro da skriv sonerezh personeloc’h : tri albom en deus kaset e-unan da benn, lec’h ma vez klevet kanennoù sonnaet-mat en amzer a-hiniv ur liv elektro dezhe, ha gwriziennet-mat, kaer-gouiet, er sonerezh vreizhat.
Digor eo an atalier a-stroll d’an holl, kinnig a ra un tañva a dachad ar c’han hengounel kanet e Breizh uhel kerkoulz evel e Breizh izel, na bout e vo lakaet muiikoc’h a bouez getoñ àr kan bro-Gwened, sonioù pe gwerzioù. N’eo ket ret komz brezhoneg na mestroniiñ ar sonlenn.
Monet e darempred dre bostel :