Roland BROU
Un arzour meur war leurenn ar sonerezh Breizh eo Roland BROU. Kanañ a ra abaoe 1976 e-unan pe gant strolladoù (L’Echo, BHQ, Les 4 Jean, Roquio, Filifala, Brou Couton, …) evit diskouez pinvidigezh ar c’han hengounel e Breizh Uhel. Ganet eo bet en Naoned ha graet en deus darn vrasañ e labour dastum e bro Wenrann.
Danvez an atalieroù : Gouestlet e vo an atalieroù-se da ganaouennoù Breizh Uhel (e Galleg). Gwelet e vo :
Ar c’han da zañsal (gourenez bro Wenrann, bro Redon, bro Wened Uhel). Deskiñ ar pazioù. Labour al leder e-barzh an dañs.
Ar werz. Petra eo ar werz ? Ar gerioù er werz. Petra eo kanañ ur werz ?
Aliet e vez dont gant ur mekanik evit enrollañ. Desket e vo gant an divskouarn.