Mario Annic


  • Kentelioù akordeoñs diatonek e Gâvres

 

Kroget em eus an akordeoñs diatonel da 8 vloaz : stummadur e skol sonerezh Pluvigner gant Samuel le Hénanff; stummadur war sonerezh Breizh ha sonerezhioù deus ar bed (Iwerzhon, Amerika ar Su, …). Ezel on bet eus kelc’h keltiek Brec’h etre 13 ha 15 vloaz.

Ur Master 2 MEEF (Métiers de l’Enseignement, de l’Education et de la Formation) am eus.
 
Kelenn a ran an akordeoñs diatonek abaoe 3 bloaz evit 3 c’hevredigezh (Musigallèse e Josilin, Kas-a-barh e Ploue ha Coet bihan e Kamorzh).
 
Skrivañ a ran tonioù d’un doare liesseurt (tost ouzh Tiersen) hag er mare-mañ emaon en ur raktres sonerezh a vod binviji a bep seurt (akordeoñs diatonek, violoñs, piano, binviji-tosiñ) ha sonerezh elektronek. Sañset e vo prest ar raktres e penn-kentañ 2019 evit ober sonadegoù hag un albom.

 

Darempred dre bostel :

Anv * 
Postel *