Manon Le Querler


Savet eo ar ganerez hengounel Manon Le Querler diàr ur familh a vro an Oriant, bev sevenadur ar vro enni. A-zal an oad a bemzek vlez e oa kroget bouezh Manon da ambrougiñ ar strollad sevenadurel Boked ar Lann ag an Arvor. Desket he deus kaniñ en hec’h unan ha dre atalieroù get Jañ-Pol Runigoù, Katrin Paskoù, peotramant c’hoazh Lors Landat a vez àr-un-dro geti àr ar leurenn hiziv-an-deiz. Kaniñ – e brezhoneg pe e galleg – a zo gwriziennet don en he c’hreiz bremañ. Douget eo bet Manon get ar c’hoant kreñv-se betek kemer perzh e raktres sonerezh ar strollad Kas Bazarh.

An atalier àr ar c’han evit ar vugale, kaset e brezhoneg, a vo un digarez evit tout ar vugale a zo é teskiñ dre hentadoù brezhonek da bleustriñ get bourraplted. Gwellaet e vo barregezhioù ar vugale àr ar sonerezh get ur labour àr ar vouezh dre ar c’hoari. An dañs ivez a vo kemeret e kont evit ma santint gwell swing ar sonennoù.


Darempred dre bostel :

Anv * 
Postel *