Manon Albert


  • Kentelioù telenn geltek e Kervignag

manon-albert

beuzet mand eo a-grouadur en un endro a-sonerezh, ema bet Manon kentañ-penn é teskiñ ar gitar klasel e-raok durc’haat d’an delenn. Komañs a ra he stummadur e skol-sonerezh Anjew. Goude bout bet un herradig àr ar lizheroù klasel hag an arz dramaek , Manon he deus lakaet da soñj em stummiñ àr an delenn geltek hag ar c’han hepken. Setu Manon neuze é lakaat da ouel da vonet da vro-Iwerzhon, evit bout stummet get he mistri e-pad daou vlez (Kathleen Loughnane, Laoise Kelly…). Na bout ema é kelenn, derc’hel a ra get he stummadur e skol-sonerezh Gwened evit tapiñ an diplom-studioù-soniñ àr ar sonerezh hengounel.
Kaniñ a ra Manon ivez, he-unan penn pe a-stroll.


KELENN

evit an holl :

  • roltad ar sonerezhioù hengounel (sonioù ha dañsoù) : a gouch doc’h live pep unan. Sonerezh ag Iwerzhon, sonerezh a Vreizh dreist-holl, ha gwezhavez ivez sonerezh a gornadoù arall ag ar bed.
  • roltad « skrivet » an delenn geltek : a-zrebi ar sonerezh kozh betak ar gompozourion a-vremañ..
    A-fet ar sonerezhioù hengounel, desket e vez diàr glevet da gentañ , da c’houde diàr skridoù. A-gement a oar sonlenn a vo goulennet gete preniñ un dastumad skridoù-sonerezh pe daou, mar bez dober
  • gouiedigezh àr ar sonerezh : selaou vo, anav livoù ar sonerezh, gouiedigezh àr an delenn geltek, dizoloiñ…
  • Labour a-zaou pe a-dri ur wezh bep miz mar bez tu, evit gourdoniñ an deskarded doc’h ar selaou, ar luskadur naturel hag ar blijadur é soniñ asampl

Deraouidi (bras ha bihan) :

  • Lakaat an daouorn àr ar c’herdin, dizoloiñ ar benveg
  • C’hoarioù-pleustriñ, evit em c’hourdoniñ doc’h nerzh, resister, liantiz, ampartiz ha diere ar biziad
  • Labour àr ar pozerezh hag an arlivoù-son.
  • labour kompoziñ diàr sonerezh àr an toemm bleniet get ar c’helennour evit luemmiñ ar varregezh da grouiñ ha lakaat ar benveg da soniñ hep jabl erbet.

re krenn pe uhelik o live :

  • Pleustradennoù teknikel é kouchiñ doc’h doberioù pep unan, e-sigur «difariiñ» akustumañsoù zo a vir doc’h an deskard a vonet àr-raok, pe a zo pennkaoz dezhoñ d’en devout droug gwezhavez .
  • Dizoloiñ ha labourat àr an teknikoù-soniñ
  • Labour àr ar pozerezh hag ar gerzegezh : pouezadoù, swing, choaj ur luskad, begon…
  • Elfennoù teorikel diazez àr ar sonerezhioù klotadel pe mozel evit aoziñ kempennadurioù
  • klinkadurioù ha argemmennoù.