- Kentelioù flaouit-treuz ha flaouit iwerzhonat e Kervignag
Louis Jourdan a zo muzisian a-c’houde pell. Bourriñ a ra é soniñ flaouit-treuz koed, met barrek eo get an Tin Whistle hag ar Low Whistle ivez. Kelenn a ra ar benveger-se er skol.
Oberour benveger-c’hwezh (flaouitoù-treuz koed, Kaval) eo ivez. Anvet eo La Flûte en Chantier e stal-labour.
Gober a ra kentelioù evit an dud vras hag ar vugale, pa vehent é komañs pe barrek dija.
Hrevez c’hoantoù ha doberioù an dud e ra Louis, evit treuzkas ar pennreolennoù, an teknikoù hag an tonioù (re a Vro-Iwerzhon dreist-holl, ha tonioù hengounel a vroioù arall ivez).
Monet e darempred dre bostel :