Koco


  • Atalier kanañ e Kervignag

 

Kanerez Jazz, Soul ha Gospel

Goude bezañ bet stummet er « Studio Bleu » e Pariz e-skoaz MAX ha FRANCK ZITA, Koko a loc’h eus Pariz evit dont da Vreizh. Gwir foeterez anezhi ; maget eo Koco gant sonioù deus Afrika pa vez o veajiñ en Aod-an-Olifant, Burkina Faso pe Kongo. He raktres bras : enrollañ un albom lies hag etnek (JAZZ, SOUL, sonioù afrikan ha breizhek). Ur pezh program… Met ar penn leun a huñvreoù hag a c’hoantoù.

Goude bezañ bet ezel deus ar strollad Gospel « GROOVE N’GOSPL » da vare he erruidigezh en Oriant e 2007 ez a da gemer perzh er strollad « Fol Jazz quartet » gant e donioù JAZZ e 2009. Abaoe ar mare-se emañ-hi o kenlabourat gant strolladoù sonerezh all, sonerien ha konterien, evel ar gonterez Côldyne. Ar c’henlabour-se en deus kinniget un arvest evit ar re yaouank anvet « 1-2-3 Soleil ».

KGwelet e vez KOCO o seniñ alies a-walc’h : kafedioù, sonadegoù, darvoudoù, koktelioù, euredoù, salioù arvest.

Abaoe 2015 emañ oc’h ober war-dro atalieroù kanañ a-stroll pe a-unan hag aozañ a ra stajoù evit an dud deuet pe evit ar vugale. He fennaenn : « dizarluiñ ar c’han ha kemer plijadur dre ur bedagogiezh soupl hag azasaet ». Dre he hent pedagogel e skiantoù ar c’helenn ez eo e fell dezhi rannañ ha treuzkas he c’harantez evit « ar c’han ».