Kérian Portebois


  • Kentelioù gitar e Kervignag

Da gentañ e oa desket gitar get Kérian dre ar rok hag ar jazz-rok. En em droet oa d’ar jazz diwezhatoc’h hag er studias e-pad 3 blez e CRR Cergy-Pontoise.

Dedennet oa muioc’h-mui get ar sonerezhioù hengounel, dreist-holl kani a Vreizh. Kement-mañ er laka da zont da Vreizh evit deskiñ get Philippe Janvier ha Véronique Bourjot e skol sonerezh An Oriant ha da sevel raktresoù a bep seurt tro-ho-tro sonerezh Breizh.


KELENN :

Evit an deraouidi :

  • Gober anaoudegezh get ar benveg hag ar feson da soniñ getoñ
  • Kempenn an tonioù ha monet da heul an tonioù-se (pe temoù hengounel) choazet hervez c’hoant an deskard
  • Selaouoù renet

Da gentañ e vo desket ,dreist-holl, dre selaou hep skrid sonerezh. Hag ivez, dre ar c’han da zeskiñ an tonioù.
Mard eo dedennet an deskard e vo desket skriviñ ha lenn ar sonerezh àr-un-dro. Dezhoñ da gellet merkiñ ar c’henteliadoù ha d’ober gete er gêr.

Evit an deraouidi desketoc’h, e vo studiet sevel ur reizhad harmonikel, da gellet sevel hor songeidadurioù get un ton choazet.

Gellet e vo roiñ un tammig tañva ag ar songeidadur DADGAD ha monet donoc’h ennoñ d’ar re o devo c’hoant.

 

Monet e darempred dre bostel :

Anv * 
Postel *