Fañchig


  • Kentelioù Bodhrán e Lokmikaelig ha Porz-Loeiz

 

Dre m’en deus kroget an taboulin da 8 vloaz eo bet splujet Fañchig e bed ar sonerezh adalek e vugaleaj.

Dre forzh kemer perzh er festoù-noz en deus tañvaet blaz ar sonerezh hengounel buan a-walc’h.

Soner biniou ha bombard eo abaoe 10 vloaz. Dizoloet en deus sonerezh Iwerzhon a-drugarez d’ar bodhrán e 2003.

Desket en deus ar sonerezh-se war meur a venveg evel ar banjo, ar mandoline, ar Fiddle (violoñs folk) hag eñ da gemer perzh e strolladoù Iwerzhonat (Sinn, Orra, Projet Loffa, Iomproid, …).

Bodhrán Fañchig a chom bepred staget outañ etre ar sonadegoù hag an abadennoù a bep seurt a-hed ar bloavezhioù. Implijout a ra e vBodhrán e-touez strolladoù « sonerezh a-vremañ » zoken.

Kentelioù a-unan pe strollad bihan : Deraouidi, kelenn a rin deoc’h an teknikoù ha luskoù ret evit c’hoari gant sonerien-all ha bezañ en-ho-pleud forzh pelec’h. Dre an amzer e kelennin deoc’h an doareoù da ziorren ho « son » hag ho « toare da seniñ ».

 

Darempred dre bostel :

    Anv * 
    Postel *