Elouan le Sauze


  • Kentelioù bombard pe binioù-kozh e Pleheneg ha Brelevenez

 

Kroget am eus get ar vombard da nav blez e skol sonerezh Gwidel get Damien MATTHEYSES ha Maud MADEC. Kendalc’het am eus ma deskadurezh e CRD An Oriant get Josick ALLOT a-raok mont da soniñ e bagadig ha bagad An Oriant. E 2014 em eus kroget ivez get kentioù kan e CRR Roazhon lec’h ma ‘m eus tremenet ha tapet ma DEM. Ar blez mañ e krogañ get stummadur ar Pont-Superieur e Roazhon.

Soniñ a ran get ma c’homper Louri DERRIEN a c’houde 2012. Oc’hpenn disoc’hoù mat e konkourioù koubladoù e omp kaset da soniñ a-liaes e festoù-noz ar vro. Penn bagadig an Oriant eh on bet a-raok kenstagiñ bodad sonerezh ar Bagad.

A-drugarez d’an hentad-se e c’hellan kinnig kentelioù bombard ha biniou-kozh troet àr dizoloadenn sonerezh Breizh-Uhel ha Breizh-Izel. Implijet a vo ar c’han èl un oustilh evit disoloiñ penaos soniñ daou-ha-daou.

 

Monet e darempred dre bostel :

Anv * 
Postel * 
Please leave this field empty.