Cathy Blanchard


  • Kentelioù flaouitoù

 

Kentelioù flaouitoù heniennel. Desket e vez tamm-ha-tamm get tonioù anavet, en ur zialc’hweziñ ar skridoù-sonerezh. Doc’h lusk pep unan e vez desket an teknikoù (biziata, analiñ, sonusted, sonliv, kerzegezh, hag all…) àr donioù a bep sort (ag ar grennamzer, ag an azginivelezh, barok, klasel, nevezklasel, disort, sonerezh filmoù, hengounel pe jazz) en ur zoujiñ doc’h araokadur ha gwellvezioù an deskidi.

Desket e vez ivez istor ar sonerezh, istor ar sonaozourion ha sevenadur ar sonerezh dre-vras.

Dre an atalieroù e vez raet an tu da labourat àr an arselliñ, ar selaou, an talm (en em blasiñ mat en un ton), da soniñ asambl a-benn sevel sonadegoù hag akustumiñ an dud da soniñ àr ar leurenn kentizh ma vo posupl. Gras d’an traoù-se e vez klokaet an deskamant ha tapet emrended ha plijadur da soniñ.

 

Monet e darempred dre bostel :

Anv * 
Postel * 
Please leave this field empty.