Filaj ar blez-mañ ‘vo e Porzh-Loeiz !


E Porzh-Loeiz e vo filaj Sonam’ skol sonerezh ar blez-mañ d’ar Meurzh 25 a viz Mezheven 2019 adal 7e da noz. Ur filaj eo un nozvezh e-menn e vez lâret kanaouennoù, alies a vro Vreizh hag hengounel, met kavet ‘vo krankiz da ganiñ unan pe zaou pe dri sonnennoù a bep seurt. Posubl ‘vo da zonet ivez nemet evit selaou é priziñ endro c’hwek jardrin ar vediaoueg (pe diabarzh ma vo fall an amzer)…
Filaj Sonam’ a zo kenazoet get Klub an Teodoù fall ha get kentelioù brezhoneg kelc’h keltiek An Drouz Vor Porzh-Loeiz, get skoazell Ker Porzh-Loeiz.
Kasit geneoc’h un dra de zebriñ get ar re all !
Gallout a reoc’h priziñ stalioù kan Morwenn Le Normand, stal kan Koco pe stal kan ha sonerezh hengounel a vro Asturiez, selaou doc’h kanaouennoù desket e-pad ar stajoù graet ar-blez-mañ get Charles Quimbert pe get Koco !
Gwir eo e oa ur bochad oberezhioù tro dro ar c’han kinniget get Sonam’ ar blez-mañ : stal kan hengounel, stal lazkaniñ ar bed, stal kan variétés, stal kan jazz/gospel, stal kan ha sonerezh a vro Asturiez, stajoù evel teknik ar c’han, evit ar vugale…
Nevezadenn evit ar blez a za : ur staj kan Rom !