Stajoù kanañ gant Charles Quimbert


Sonam’ skol sonerezh a ginnig deoc’h stajoù kanañ gant Charles Quimbert d’ar Sadorn 2 ha 30 a viz Meurzh.

Labouret e vo war sonerezh bro Gallo, kanañ a-unan ha war aezamant ar vouezh.

Palioù : aezamant ar vouezh, stummañ unkanerien.
Ar program : ar c’horf evel benveg; ar sonerezh bro Gallo; ar vouezh evel jestr; poelladennoù d’ober er gêr; digor kalon; ur pred gant an holl; «labour» a-unan; plijadur ar c’han.
Kenaozet eo gant Emglev Bro an Oriant evit an Deizioù.

 
http://emglevbroanoriant.bzh/
Enskrivadurioù ha titouroù : 07-54-36-94-54, contact@sonam.bzh